Istor Armenia en em astenn a-hed meur a vilved, abaoe ar Ragistor. Ur sevenadur dezho o-unan o deus annezidi ar vro, hag int lec'hiet etre meur a impalaeriezh vras, an pers, seleukid, part, roman, bizantat, arab, turk, mongol, otoman, rusian, hag a glasko holl o sujañ. Met a-hed o istor o deus gouezet derc'hel d'o identelezh vroadel, betek hiziv.
En em ledañ a ra Armenia e douaroù uhel e Kaokaz ar su, en-dro d'ar menez Ararat. Anv kentañ ar vro en armenieg e oa Հայք (Hayk’), aet goude da Հայաստան (Hayastan), ar pezh a dalvez "bro Haik", diwar anv un haroz eus mojennoù Armenia, Hayk, un diskennad da Noe, gant an dibenn persek -stan. Roet e voe an anv Armenia d'ar vro gant he amezeien ha displegañ a reer e vefe deveret eus Armenak pe Aram (un diskennad da Hayk hag unan eus renerien ar vro hag a vefe hendad an holl Armeniz hervez ar richenn.
En Oadvezh an Arem e voe meur a stad er rannved m'emañ Armenia, an Impalaeriezh Hitit, Mitanni (er mervent) ha Hayasa-Azzi (1600–1200 kent JK). Goude an Hayasa-Azzi e voe ar bobl Nairi (1400–1000 kent JK) ha rouantelezh Urartu (1000–600 kent JK) a renas war an douaroù-se. Pep hini eus ar bobl-se a zegasas he lod evit sevel ar pezh eo deuet Armeniz da vezañ[1] Yerevan, kêr-benn Armenia bremañ, a voe savet en VIIIvet kantved kent JK. En amzer-hont e voe savet kreñvlec'h Erebouni e -782 gant Argishti Iañ, roue Urartu[2].
Rouantelezh Urartu (un anv akkadek a glot gant Ararat) a voe diskaret gant an Orontided[3]. Goude e voe suj ar vro d'ar Bersed ha da Rouantelezh Makedonia, hag adalek -190 e voe renet Rouantelezh Armenia gant tierniezh Artaxias. En he barr e vo ar rouantelezh dindan ren Tigranes II a-raok kouezhañ dindan yev ar Romaned[4].
E 301 e voe kemeret ar gristeniezh da relijion ar vro, dindan ren Tierniezh Arsakid Armenia. Ar vro gentañ e oa o treiñ ouzh ar relijion gristen[5]. Goude e kouezhas Armenia dindan yev an Impalaeriezh Vizantat, an Impalaeriezh Sasanid, hag hini an Islam, met adsavet e voe rouantelezh Armenia gant an Dierniezh Bagratuni. Goude diskar ar rouantelezh e 1045 hag aloubadeg an Durked seljoukid e 1064, e voe savet ur rouantelezh armeniat all er mervent, e Kilikia. En he sav e chomas ar rouantelezh-se betek 1375[6].
E deroù ar VIvet kantved e tremenas Armenia Veur dindan renerezh ar Safavided eus Persia ; diwezhatoc'h e choms Armenia ar reter etre daouarn aar Safavided trama kouezhe Armenia ar gornaoueg e dalc'h an Impalaeriezh Otoman[7] En XIXvet kantved e voe taget Armenia gant Rusia ha rannet e voe neuze etre an Impalaeriezhoù rusian hag otoman[8].
E deroù an XXvet kantved e voe lazhadeget Armeniz a-vern gant nerzhioù an Impalaeriezh otoman : 1,5 milion a dud a voe lazhet ha muioc'h c'hoazh a dec'has d'an estrenvro dre Siria ha Liban[9]. Armenia ar reter a embannas he dizalc'hiezh e 1918,e stumm ur republik kentañ, lonket goude en Unvaniezh Soviedel[10]. Hag e 1991 e voe adembannet ur republik dizalc'h.[11],[12]